Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Ma distro-skol er skolaj

Ma distro-skol er skolaj

Skolaj Diwan Liger-Atlantel a zo ur skolaj e lec'h ma reomp traoù plijus. En ur skolaj bihan emaomp met a-benn nebeut, dilojañ a raimp e skol l'Angevinière. Studiet e vez mat er skolaj-mañ. Labour hiniennel a zo ha labour a-stroll. Bez ez eus prantadoù evit bevañ e brezhoneg, bez ez eus prantadoù evit ober hol labour sol. Bep daou vloaz e reomp ur veaj : e Rouantelezh-Unanet da gentañ ha war-lerc'h e Bro-Spagn.

Mod-all, e 6vet e reomp ur veaj 2 pe 3 devezh e Breizh. Ur c'houskva a zo evit an dud a zo o chom pell, hag an holl re a fell dezho dont ivez. Tud'zo er skolaj hag a zeu eus Pariz, St Nazer pe Naoned. Digor eo ar c'houskva d'al Lun ha d'ar Yaou. Bep yaou noz ez eus ur veilhadeg e brezhoneg. Met a-raok eo ret deskiñ ar yezh gant ketelioù a noz, pe evit ar vugale er skolioù Diwan.

E-kichen ar skolaj emañ ar KDSK, ul levraoueg gant levrioù e brezhoneg hag a gomz eus Breizh.

ELOUANN