Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Bourc'h Baz 2013

Ar bloaz-mañ c'hoazh eo bet ar c'hlasad 6vet evit daou zevezh e Bourc'h Baz gant Damaris ha Goulven.

Daou zevezh brav blam d'an amzer ha d'an obererezhioù plijus ha dedennus dalc'het evidomp !

Da gentañ tout, hon eus graet anaoudegezh gant an ti-annez bras, kinklet e mod ur vag, lec'h ma tebromp ha kouskomp.

Reoù o deus graet kefridoù evit ar predoù. Goude merenn omp bet en osearium er Groazig. C'hoariet hon eus war an draezhenn da c'houde.

Photo0410

 

 Efin an devezh hon eus graet c'hoarioù en ti-annez ha kousket hon eus er fin (tout).

D'an deiz war-lerc'h hon eus gweladennet mirdi ar blockhaus bras a zispleg istor ar Rezistañs da vare an eil brezel bed. Debret hon eus ur pik-nik er Brière, e-kichen ur ganol ha graet ur bourmenadenn war ur vag plat war dourioù ar Brière.