Overblog Suivre ce blog
Administration Créer mon blog

Articles avec #beajou catégorie

4e e Karaez

D'al lun 22 a Viz Mae bet eo ar re 4e betek Karaez evit dizoleiñ al lise hag e endro. 

Kroget e oa an devezh e Gwened er mirdi ar ker evit mont war raok gant istor Breizh : http://www.le-ker.bzh/ 

 

4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez

Goude merenn amzer e oa gwezkrapañ e Karaez Adrenaline, tu e oa ivez c'hoari gant c'hoarioù hengounel evel ar ran.

4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez

Evit an nozvezh degemeret int bet el lise evit ar pred. Ur veilhadeg evit deskiñ dañsoù hengounel a oa savet gant 2 liseadez, trugarez vras dezhi !!

4e e Karaez 4e e Karaez

D'ar Meurzh vintin tremenet eo bet ar re 4e dre kreiz-ker Karaez evit gwelout ouzh delwenn ar c'hoarezed Goadec, kanerezed brudet tre er vro ! 

4e e Karaez 4e e Karaez 4e e Karaez

Goude skignet eo bet filmoù an erminig savet gant skolajidi Sant-Ervlan, Skolajidi Gwened hag liseidi Karaez e sinema Karaez. Goude ar pred gweldadenn al lise zo bet graet gant liseidi bro Naoned. 

A raok mont kuit ar skolaj disoc'hou an erminig zo bet roet d'an holl. Erminig an aktourien gwellañ zo bet tapet gant skipailh Enseller Ar Blanko !

Sur e vo laouen ar re 4e dibab mont d'al lise Karaez c'hoaz !

4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez

Voir les commentaires

Beaj e Bro Iwerzon 2017

Ur beaj e Bro Iwerzon zo bet graet gant ar re 5vet hag a re 4e !

Kroget eo bet ar beaj e Dulenn a raok mont e Monaghan evit mont da anaveziñ o familhoù degemer !

D'ar Meurzh tremenet eo bet an devezh e Belfast evit mont da weladeniñ mirdi an Titanic, sellout ouzh freskennoù e-barzh a straed.

D'ar Merc'her un tamm hir e oa an hent gant ar bus met brav kenañ e oa " Dunluce Castle " hag " Giants causeway ".

Distro da Dulenn d'ar Yaou er mirdi Istor Dulenn ! Kousket o doa ar skolajidi en ur herberc'h yaouankiz !

D'ar Gwener poent e oa dijà mont da Naoned evit kontañ ar beaj d'o familhoù.

Beaj e Bro Iwerzon 2017
Beaj e Bro Iwerzon 2017
Beaj e Bro Iwerzon 2017
Beaj e Bro Iwerzon 2017
Beaj e Bro Iwerzon 2017
Beaj e Bro Iwerzon 2017
Beaj e Bro Iwerzon 2017
Beaj e Bro Iwerzon 2017
Beaj e Bro Iwerzon 2017
Beaj e Bro Iwerzon 2017
Beaj e Bro Iwerzon 2017
Beaj e Bro Iwerzon 2017
Beaj e Bro Iwerzon 2017

Voir les commentaires

Beaj degemer ar re 6vet 2016

Bet eo bet ar re 6vet e Bourc'h Baz ar bloaz-mañ un tammig a-raok vakañsoù an Hollsent. Lojet hon eus e ti-annez : « bag ar paludoù » a anavezomp mat bremañ. Bepred ken plijus !

Graet hon eus ur c'hoari « a ra aon » : ur c'huzh-kuzh gant ar gouleier lazhet. Farsus eo bet ! Huchadennoù a zo, ma'lâr deoc'h !

Graet hon eus mini-golf ha gweladennet an Ocearium er Groazig. Plijadur a zo bet e-leizh. Fardet hon eus boued ivez ha fur omp bet. Pe dost...

 

Beaj degemer ar re 6vet 2016
Beaj degemer ar re 6vet 2016
Beaj degemer ar re 6vet 2016
Beaj degemer ar re 6vet 2016
Beaj degemer ar re 6vet 2016
Beaj degemer ar re 6vet 2016

Voir les commentaires

Ar re 4re e Karaez!

D'al Lun 23 a viz Mae eo bet ar re 4re e Karaez evit dizoloiñ al lise. Ur veaj a-feson gant brezhoneg e pep lerc'h.

O krapat er gwez. Erruet oamp un devezh abretoc'h. Ur wech e Karaez e oa ret profitañ un tamm eus an amzer vrav. N'eus netra gwelloc'h eget c'hoari marmouzed evit distennañ.

O krapat er gwez. Erruet oamp un devezh abretoc'h. Ur wech e Karaez e oa ret profitañ un tamm eus an amzer vrav. N'eus netra gwelloc'h eget c'hoari marmouzed evit distennañ.

Kousket hon eus en ul lerc'h dreist-ordinal e Landelo: ar Presbital kozh!

Ar re 4re e Karaez!

D'ar Meurzh 24 e oa poent siriusaat: un devezh sport el lise a c'hortoze ar skolajidi. Reoù al Liger Atlantel met reoù skolajoù all Diwan ivez en ur zeskiñ ar mell-droad gouezelek.

Ar re 4re e Karaez!

Setu ur filmig graet gant liseidihag a oa en ur skolaj divyezh a-raok dibab mont d'al lise Diwan Karaez. Reiñ a ra respontoù da goulennoù ar gerent

Voir les commentaires

beaj ar re 6vet e bro Leon

C'hoariet hon eus war ar reier.

C'hoariet hon eus war ar reier.

Debriñ an dijuni en hon ti-annez.

Debriñ an dijuni en hon ti-annez.

Plijadur zo bet o veajiñ e bro Leon er bloaz-mañ etre ar 14 hag ar 16 a viz Here 2015.

Brav ha fresk e oa an amzer. Brav e oa ar gweledva. Tro hon eus bet da bourmen war an aod ha da gompren petra oa micher ha buhez ar vezhinaerien war aod ar vro bagan.

Lojet e oamp en un ti-plouz brav eston. Debret hon eus mat !

Kejet hon eus ouzh skolajidi all e skolaj Bro an Aberioù e Lanniliz hag e skolaj Diwan Gwiseni.

Graet hon eus atalieroù a bep seurt : c'hoarioù matematik, arzoù kaer, fardañ toaz evit krampouezh, labour-dorn, c'hoari war ar reier, c'hoarioù kevredigezh.

Kemeret hon eus perzh e beilhadeg skolajidi Gwiseni.

A bep seurt hon eus graet. Skuizh mat e oamp ha meritet hon eus hor vakañsoù !

Voir les commentaires

Diskouezadeg Dulenn

Ur veaj yezh a zo bet graet gant ar re 5vet ha 4e e Dulenn.

Savet ez eus bet ganto gant sikour o c'helennerien un diskouezadeg diwar-benn Dulenn e kreizenn Yezhoù Ha Sevenadur evit un abadenn war Iwerzhon.

Un nozvezh war Iwerzhon a vez aozet ingal evit fest Sant Padrig.

Laouen eo bet an arvesterien o welout labour ar skolajidi.

Diskouezadeg Dulenn
Diskouezadeg Dulenn
Diskouezadeg Dulenn
Diskouezadeg Dulenn
Diskouezadeg Dulenn
Diskouezadeg Dulenn
Diskouezadeg Dulenn
Diskouezadeg Dulenn
Diskouezadeg Dulenn

Voir les commentaires

Beaj degemer ar re 6vet 2014

Klison-2014 0831

Klison-2014 Klison-2014

Ur c'hlasad 6vet nevez o tont er skolaj !

Klison-2014 0821

Ur veajig degemer a vez bep bloaz... Met ar bloaz-mañ re niverus int evit mont da vourc'h Baz. N'eus forzh ! Lec'hioù all a zo hag a zo dedennus bras e-keñver gweledva, istor, natur, endro, obererezhioù plijus da gaout.

Klison-2014 0779

E Klison int bet neuze. Klikit a-us evit sellout ouzh en diaporama.

Desket e vez e giz-se mont dresit un aon a-wechoù, bevañ asambles, gortoz e dro... kerzhout kalzig, bevañ gant ar re all.

Chañs bras o deus bet gant an amzer, hini an hañv evit mont da weladenniñ Klison hag e dro-wardroioù.

Klison-2014 0781

Voir les commentaires

Barselona 4re-3de

Al lun 17 a viz c'hwevrer e oamp aet kuit eus Naoned gant ar c'harr-nij evit mont da (v)Barselona .

Erruet e Barselona hor boa kroget da weladenniñ , goude-se e oamp bet gant hon familhoù.

Ar meurzh mintin hor boa gweladennet ar Sagrada Familia krouet gant Gaudi . Goude merenn e oamp bet er Park Güell. Gwelet hor boa ivez « La Pedrera » hag ar «Casa Batllo».

Ar merc'her mintin e oamp bet da weladennin ar Camp Nou hag e virdi . Bet e oamp goude e mirdi Picasso hag er mirdi Cosmo Caixa. Ar yaou 20 a viz c'hwevrer hor boa gweladennet an Iliz-veur .

Ar Barrio Gotico a oa bet gweladennet ganeomp ivez . Ur mirdi diwar benn istor katalunya e oamp bet da weladenniñ ivez , plijus tre e oa .

Evit echuiñ an devezh hor boa bet un amzer dieub war « Las Ramblas ».

D'ar gwener 21 a viz c'hwevrer e oamp aet kuit eus Bro- Spagn evit mont en-dro e Naoned.                                        

Ninog.

 

 

Al lun 17 a viz C'hwevrer 2014, da 1e30, an holl a oa erruet d'an aerborzh. Re laouen e oamp. Evit ul lodenn, e oa ar wech kentañ e kemeremp ar c'harr-nij.

 

Bet e oamp asambles er sal degemer. Sylvain hag Emmanuelle o doa roet deomp ar fichennoù labour hag an tiked karr-nij. Debret hor boa ar pik-nij hor boa degaset.

 

Setu bremañ eo ret deomp mont da lakaat ar malizennoù da dremen evit ez afent er c'harr-nij. Deomp bremañ, azezet omp er c'harr-nij ha: setu nijal a reomp!!!

 

1eur 30 goude e oamp e Barcelona evit gwir, diaes e oa deomp krediñ. Kemeret hor boa ur c'harr boutin goude, tro-dro deomp ez eus tiez hag a seblant bezañ

 

kozh kenañ. Pa ziskenjomp eus ar c'harr boutin e klevjomp evit ar wech kentañ tud o komz spañoleg e gwir en o bro.

 

Tremenet e vo ur sizhun dreist ! Pep tra zo dreist : ar familhoù, an dud tro-dro deomp, ar strollad... Met ret eo mont en dro da Naoned.

 

Alix, Aziliz.b hag Elora.

 

 

Un endervezh e mirdi istor Catalunya

 

 

Eus ar ragistor betek an deiz-a-vremañ e vez dizoloet kalz a draoù. Er mirdi e oa eiladurioù eus ar vuhez pe eus al lec'hioù a oa gwechall.Bez e oa un eiladur eus ur puñs hag ur park, gallout a raemp treiñ ur varenn goad,evel e veze graet gant ur marc'h pe un azen,evit treuskas dour d'ar park. Bez e oa tu da lakaat ivez un harnez marc'heg ha da bignat war ur marc'h e koad....

 

Dedennus-tre e oa bet ar mirdi memes ma ne veze ket komprennet pep tra.

 

Myriam ha Bluwen

 

 

Mirdi Picasso

 

Bet e oamp da weladenniñ mirdi Picasso. Eno, gwelet hor boa ul lodenn vras eus an taolennoù a oa bet livet gant Pablo Picasso e Barcelona. Kroget e vez gant penn-kentañ e vuhez, lec'h ma oa pell-tre e oberennoù eus ar gubouriezh. War-lerc'h, e oa ul lodenn vras eus an taolennoù livet gantañ e-pad ar ''mare glas'' hag ar ''mare roz'' pa veze unliv e daolennoù (glas pe roz). E fin ar mirdi e oa ar pezh pouezhusañ, Las Meninas e mod kubouriezh. Gwelet e vez an daolenn ziwhezañ ha tout an taolioù esae graet gant Picasso a-raok.

Elouan

 

 

Bet e oamp bet d'ar C'hosmo Caixa gant ar re 3de hag ar re 4re .

 

Ur blijadur a oa . Kemeret hor boa kalz a blijadur da vont er mirdi-se .
Desket hor baa kalz a draoù , kinniget e oa mat pep tra e-barzh , dreist-holl gant ar c'hoad , glav a rae bep 15 munutenn evel en ur c'hoad trovanel . Bez e oa pesked a-bep-seurt . Kalz a draoù fentus da glask .

 

Alwena.

 

 

CAMP NOU :

 

 

 

Plijet on bet kalz gant ar camp nou , ar wech kentan e oa din mont eno hag n'on ket bet dipitet . Ur stad bras-tre eo , bez ez eus 99354 plasenn er stadva . Ar stad e-lec'h-ma vez c'hoariet gant skipailh Fc Barcelona eo .

 

Brav-tre eo , ha pa oamp bet eno e oa tu deomp gweladenniñ ar mirdi ha bras-tre eo. Bez ez eus tout ar c'hiboù gounezet gant ar skipailh .

 

Ar gwiskva hor boa gweladennet ivez , e-barzh ez eus ur jakouzi , strinkadennoù ha plasoù evit pep c'hoarier evit azezañ .

 

Er stad e oa tu fiñval un tamm , tu oa mont da azezañ war plasoù zo pe e plasoù e-lec'h -m emañ ar gazetennerienn da pep krogad, ha tu a oa ivez tostaat eus al letonenn .

 

Arthur.

 

 

 

 

Voir les commentaires

Bourc'h Baz 2013

Ar bloaz-mañ c'hoazh eo bet ar c'hlasad 6vet evit daou zevezh e Bourc'h Baz gant Damaris ha Goulven.

Daou zevezh brav blam d'an amzer ha d'an obererezhioù plijus ha dedennus dalc'het evidomp !

Da gentañ tout, hon eus graet anaoudegezh gant an ti-annez bras, kinklet e mod ur vag, lec'h ma tebromp ha kouskomp.

Reoù o deus graet kefridoù evit ar predoù. Goude merenn omp bet en osearium er Groazig. C'hoariet hon eus war an draezhenn da c'houde.

Photo0410

 

 Efin an devezh hon eus graet c'hoarioù en ti-annez ha kousket hon eus er fin (tout).

D'an deiz war-lerc'h hon eus gweladennet mirdi ar blockhaus bras a zispleg istor ar Rezistañs da vare an eil brezel bed. Debret hon eus ur pik-nik er Brière, e-kichen ur ganol ha graet ur bourmenadenn war ur vag plat war dourioù ar Brière.

Voir les commentaires

Gweladenniñ al lise e Karaez

Bet e oamp el lise dimerc'her tremenet (22 a viz Mae). Degemeret e oamp bet er sinema war takad Glenmor a-benn gwelout ar filmoù a zo bet savet e-kerzh ar bloaz gant liseidi ha skolajidi Diwan. C'hoant hon eus bet da ober kemend-all ! Deomp e oa da varnañ war-lerc'h.

 DSCN7470 DSCN7474

 

Distroet omp el lise evit debriñ er gantinell. 

 

                                                         DSCN7478                          

Pedet omp bet da weladenniñ al lise e strolladoù bihan, heñchet gant ul lisead(ez). Dipitet e oamp dre ma n'hon eus ket gwelet pep tra : ar c'hambreier evit lod, ar salioù-klas...

Roet zo bet ar prizioù d'ar filmoù gwellañ en oaled. Chañs o deus al liseidi da gaout ul lec'h plijus evit abuziñ o amzer vak.

DSCN7485   DSCN7491

Ur verenn vihan hon eus bet a-raok mont kuit. A-bouez e oa peogwir e oa hir an hent.

Ar chañs hon eus bet da gaout amzer vrav. Tu zo da ziskuizhañ pe da adwelet ar c'hentelioù war al leton, a-dreñv d'al lise.

 

DSCN7466   DSCN7492 

Voir les commentaires

1 2 > >>