Overblog Suivre ce blog
Administration Créer mon blog

Articles avec #beilhadegou catégorie

Ene Breizh

Bez e oa Ene Breizh, nozvezh ar varzhoniezh er sal Vasse d'an 23/01.

Hor skolajidi o deus kemeret perzh ha dedennus e oa peogwir o deus kemeret perzh ivez skolajidi ha liseidi all : reoù Rutigliano ha La Colinière. Pedet e oa bet Gwennyn hag e oa bet studiet he barzhonegoù ha kanaouennoù.

Skolajidi Rutigliano o doa savet tresadennoù diwar-benn ur varzhoneg e oant bet plijet pe fromet ganti. Liseidi La Colinière o doa savet filmoù berr. Skolajidi Diwan o deus kanet. Strollad c'hoariva Joy en deus leurennet un nebeut barzhonegoù. Un nozvezh barzhonius ha plijus eo bet. Eskemmoù pinvidik a oa bet.


Ene Breizh
Ene Breizh
Ene Breizh
Ene Breizh
Ene Breizh
Ene Breizh
Ene Breizh
Ene Breizh
Ene Breizh

Voir les commentaires

Festig-noz er skolaj

N'eus nemet ar merc'hed a gred dañsal ?

N'eus nemet ar merc'hed a gred dañsal ?

Ya, moutig on, me oar.

Ya, moutig on, me oar.

Deuet eo ur strollad danserien ha sonerien er skolaj evit diskouez deomp dañsoù breizh. Tro deomp da zeskiñ pazennoù nevez ha da c'hoarzhin ivez !

Startijenn zo gant ar sonerien !

Startijenn zo gant ar sonerien !

Voir les commentaires

Beilhadeg – dibunadeg

 

IMGP2910.JPGIMGP2917.JPG

Graet zo bet un dibunadeg er skolaj :

Ret e oa bezañ gwisket chik ha cheuc'h ha dibunañ e son ur ganaouenn choazet gant pep hini. Barnet e oa bet an dibunadeg gant ur juri skolajidi.

IMGP2924.JPGIMGP2926.JPG

Voir les commentaires

Beilhadeg CM2

Ur veilhadeg evit degemer ar re CM2 er skolaj a oa bet aozet an deiz all er skolaj. Un dek skoliad bennak a oa deuet da zebriñ er skolaj ha da gemer un tamm amzer ganeomp.

Kinniget oa filmoù berr ha farsus, da gentañ gant sonerezh nemetken hag un eil gwech gant komzoù ijinet gant an arvesterien en doare c'hoariva war ar prim. Un nebeut skolidi a oa chomet zoken er c'houskva a-raok distreiñ d'ar skol antronoz.

 

DSCN6980

Klikit war ar skeudenn a-benn gwelout an diaporama.

Voir les commentaires

Gouel Nedeleg 2012

Er CFA amezek eo bet aozet gouel Nedeleg ar skolaj ar bloaz-mañ.

Ur sal sport aozet gant ar skolajidi gant kadorioù ha taolioù ar skolaj, ur sono ouzhpennet gant tad Janette, ul leurenn prestet gant ar CFA. Pep tra oa prest evit gouel Nedeleg !

Un abadenn liesseurt ha pinvidik a zo bet kinniget gant ar skolajidi : sonerezh a galite, kanaouennoù e brezhoneg hag e saozneg, c'hoariva e galleg hag e brezhoneg, sport, mimoù. Aktourien awenet a zo er skolaj : dipitet eo chomet lod zoken peogwir n'o deus ket gellet diskouez pep tra o doa aozet.

Trugarez vras d'ar re - niverus - a zo chomet evit renkañ pep tra hag adlakaat ar sal en he stad a-orin er fin.

Ur gouel a-feson hon eus bet gant youl ha labour an holl !

Nedeleg laouen !

DSCN6638.JPG gouel-Nedeleg-2012 gouel-Nedeleg-2012 Klikit war ar skeudenn a-benn gwelout an diaporama

Voir les commentaires

Ene Breizh gant Tugdual Kalvez

DSCN6573

Klikit war ar skeudenn

Er Sal Vasse e oa nozvezh ar varzhoniezh d'an 3 a viz Kerzu. Laouen e oa ar skolajidi da gejañ ouzh Tugdual Kalvez, barzh ha prederour ha da ziskouezh war al leurenn barzhonegoù savet gantañ.

Lennet, kanet, slammet eo bet ar barzhonegoù gant ar grennarded.

DSCN6595DSCN6584

Strollad c'hoariva Kentelioù an noz en deus c'hoariet ivez, evit hor brasañ plijadur.

Voir les commentaires

Sonadeg Gwennyn

Gwennyn zo deuet er skolaj evit komz ganimp eus he labour kanourez. Da noz omp bet en he sonadeg e kreiz-kêr ambrouget gant tadoù ha mammoù.

Pedet omp bet zoken da zañsal war al leurenn.

Plijus e oa met skuizhus.

 

P1080503

 

P1080508

Voir les commentaires

Un nozvezh c'hoariva er skolaj gant strollad Elektrake !

Dec'h da noz hon eus bet ar blijadur da zegemmer ar strollad c'hoariva Elektrake. Ur strollad tud yaouank, startijenn ha fent ganto sikouret gant Katell Leon ! 

C'hoarzhet hon eus kalz a drugarez dezho, padal ne oa ket fentus an istor...  Un neudenn polis klasel a-walc'h eo ar pezh "ur wadek emvod familh"  : un eured torret, daou zen drouklazhet, ur familh o tougen kañv, hag istorioù familh kozh...

Met amañ n'em eus ket kontet pep tra ! War al leurenn e oa ivez un enseller gant ur pouez-mouezh iskis ha spontus, krennarded diseven, un ensellerez sot gant ar yoga, Mina Ricci, hag ur bern tudennoù dreistordinal !

 

elektrake.JPG

 

Gourc'hemennoù d'ar c'hoarerien ha d'o c'helennerez evit ar pezh-c'hoari plijus o deus kinniget deomp ! Tres laouen a oa war an arvesterien niverus !

 

IMGP2731

 

Voir les commentaires

Ar strollad c'hoariva Elektrake er skolaj

D'an 26 a viz Ebrel hor bo ar blijadur da zegemer strollad c'hoariva Elektrake. Kinnig a raio ar strollad tud yaouank o fezh

"Ur wadek a emvod familh".

 432043_193654724076525_100002959954914_310713_849757157_n.jpg

Deuit niverus da 7e30 !

Voir les commentaires

Beilhadeg : "Arzourien omp"

Dec'h da noz, evel bep Yaou ez eus bet aozet ur veilhadeg er skolaj...


Ar chañs hon eus da gaout Marie-Gaëlle da stajiadez er skolaj a-hed ar sizhunvezh. Kinniget he deus, gant sikour ar gasourien, aozañ ur veilhadeg war danvez an arzoù, ar pezh a blij dezhi kalz !

Aozet 'zo bet tri stal diwar-benn an Nevez-amzer:

 

nevez-amzer.jpg

 

Ur stal livaj gant Marie-Gaëlle, div follenn vras, 12 skolajiad, liv (pennlivioù nemetken), ijin ha startijenn !

 

IMGP2689-copie-1.JPG               IMGP2686.JPG

 

Ur stal Haïku gant Clément ha Melen, pevar a zo bet skrivet ganto: 

 

Ar geot a zo brav

Er maez ne ra ket glav

Glas eo ar geot

 

Bleunioù o tivañ

An heol o lugerniñ

Bed o aveliñ

 

Ar geot a c'hoari

An heol war ar wezenn

 

Labous en e neizh

Ur bugel a nij er-maez

debret ar bugel

 

Ur stal pegañ gant Chloé, ur bern paper adimplijet hag awenet ar skolajidi gant an danvez !

 

IMGP2688.JPG         IMGP2687.JPG

 

An disoc'h a zo dreist, ha staget er sal vras: deuit da welet, ne veoc'h ket dipitet !

 

Voir les commentaires

1 2 > >>