Overblog Suivre ce blog
Administration Créer mon blog

Articles avec #keleier catégorie

Kross ar skolaj

D'ar Gwener 5 a viz Mae pedet eo bet ar re CM1 ha CM2 Skol Diwan Naoned evit kemer perzh er c'hross ar skolaj e park ar Saveze et Sant Ervlan. 

3 redadeg a oa hervez an oad : ar re 3e ha 4e da gentañ, ar re 5vet ha 6vet da heul hag evit echuiñ ar re CM1 hag CM2 gant un nebeut gellenerien ha kasourien ar skolaj.

An holl a oa laouen debriñ asambles yod frouezh ha madalenoù goude ar redadeg.

Evit echuiñ ar mintinvezh kinniget eo bet d'an holl c'hoarioù basket-ball ha mell-droad e-barzh porzh ar skolaj. Ur c'hrogad etre izili skipailh ar skolaj hag un nebeut skolajidi zo bet graet met gant piv eo aet eo ar maout ? Ur mister eo ...

 

Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj
Kross ar skolaj

Voir les commentaires

AKED 2017

Holl skolajidi Diwan en 3e klas a dremene an AKED er bloaz-mañ d'an 3 a viz Mae. Petra eo an AKED (arnodenn kreiz an eil derez) ?
Un arnodenn live 3e klas a ro an digarez d'ar skolajidi da ezteurel o barregezhioù e brezhoneg, un arnodenn dre skrid e brezhoneg a zo, un arnodenn barregezhioù yezh (an DIBAB) hag arnodennoù dre gomz ha pleustrek e danvezioù choazet gant ar skolajidi.
 
E Sant-Ervlan hag er Releg eo bet dalc'het an arnodenn ar bloaz-mañ. Skipailh ha skolajidi Gwened a zo deuet, o deus labouret, hag a oa laouen ha bamet dirak hor brav a skolaj !
AKED 2017
AKED 2017
AKED 2017
AKED 2017
AKED 2017
AKED 2017
AKED 2017
AKED 2017
AKED 2017

Voir les commentaires

Digoridigezh ar skolaj

D'an 16 a viz Kerzu 2016 e oa bet aozet ur fest evit lidañ ar staliadur er savadur nevez ar skolaj.

Degemeret eo bet familhoù, mignoned ar skolaj ha dilennidi gant ar skipailh hag ar skolajidi, an holl zo bet pedet gweladenniñ ar c'hlasoù hag ar c'houska nevez.

Emaomp o c'hortoz bremañ dilojadeg burev Yezhoù ha Sevenadur, Kentelioù An Noz, ar chKDSK hag ar kevredigezhioù all evit mont war raok asambles !

Digoridigezh ar skolaj
Digoridigezh ar skolaj
Digoridigezh ar skolaj
Digoridigezh ar skolaj
Digoridigezh ar skolaj
Digoridigezh ar skolaj
Digoridigezh ar skolaj
Digoridigezh ar skolaj
Digoridigezh ar skolaj

Voir les commentaires

Lid ar Breved

Lidet eo bet ar breved evel bep bloaz... Met evit ar wech-mañ e oa en hor skolaj nevez. Neuze evit al liseidi nevez e oa moarvat ar wech kentañ dezho gwelet ar skolaj nevez. Fier e oant, ha laouen da adkavout o c'hamaladed kozh ! C'hwec'h e touez tredeidi warlene a zo bremañ e lise Karaez, padal 4 anezho a zo el lise e St-Nazer, Pembo, pe Sant-Ervlan.

Lid ar Breved
Lid ar Breved
Lid ar Breved
Lid ar Breved
Lid ar Breved

Voir les commentaires

Film 5 bloaz ar skolaj

 


 

 

 

Sed'amañ ur film a zo bet sevenet gant ar re 4e evit lidañ 5 bloaz ar skolaj e miz Gwengolo 2013.

Kinniget eo en un doare keleier gant nevezinti a-bep seurt ha traoù bevet gant ar skolajidi.

Gourc'hemennoù dezho neuze !

 

Voir les commentaires

Un tsunami skorn e Kanada

Un tsunami skorn e Kanada!!!

 

Norzh stadoù unanet hag kanada o deus gouzanvet un tsunami skorn .

Ur stad "trumm" a zo bet lavaret , kalz a dud a zo bet rediet da guitaat o zi .

Un degouezh ral eo hervez an arbennigourien met an tsunami a oa krenv tre

Ar wagenn -se he deus distrujet un dekved bennak a diez e Ochre river , e 300 km e gwalarn Winnipeg .

E-pad  kalz a eurvezhioù ar wagenn he deus drastet kalz a diez gant un tizh 90 km/h .

Den ebet a zo bet lazhet ha tu zo dezho sellet ouzh ar freuzoù .

 

bm.jpg 

 

War ar foto ez eus tu sellout div ti linvaet gant ar wagenn skornet

Ar skiantourien a sonj e c'hellfe kaout un tsunami skornet nevez e norzh stadoù unanet amerika hag e su kanada .

Brieg/Marcus

Voir les commentaires

Bazailhat

Korf Mab-Den

Da betra servij bazailhat ?

 

Bazailhat a reomp pa hon eus naon, pa vezomp skuizh pe/hag enoet.

Bazailhat a sikour arc'hanomp da zistanañ.

Oksigen a ra hon empenn, lakaat a ra ac'hanomp da ziwall.

Paouez a ra ar c'hoant kousket. Kalz a loened all a vazailh evel ar yer hag ar pesked !

Iskis eo, bazailhat a zo stagus (An holl a bazailh).

Klaskit bazailhat 'kichen ho mignoned pe ho familh. Petra c'hoarvezh ?

Sevenoc'h eo lakaat an dorn dirak ar genou pa vez bazailhet.

 

HHHHHHHouuuuuuuuuuuuuuaaaaaaaaaaaaaaaaaaah!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!

 

HHHHHHHHHHHHAAAAAAAAaaaaaaaaaaaaaaaa!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!

 

 

Hag-eñ ho peus bazailhet o lenn ar pennad-mañ

baillement_12.jpg

 

Maelle/Oceane

Voir les commentaires

Hamster

 

 

 

Mevz e oa ha lakaet en deus e hamster da fritañ.

 

Ur studier e New-York en deus lakaet e hamster da fritañ : n’eo ket marvet hennezh evit kement-se. En eoul eo bet kavet gant ar polis. Kondaonet eo bet an den da 120 eurvezh labour ret, 1200 € a dell-kastiz. Difennet eo outañ kaout ul loen en-dro a-raok 8 vloaz.

hamster.jpg

 

Setu an hamster.

 
   

Voir les commentaires

Ar c'hameleon

Ar c'hameleon a cheñch liv

 

Ar c'hameleon a zo ul glazard ha reou zo a c'hell cheñch liv. Liv o deus dindan o c'hroc'hen dreuzwelus. O liv a c'hell bezañ ruz melen glas ha gwenn. Al livioù se  en em vesk asambles evel al livaj. Cheñch a reont liv a benn bezañ diwelus. Met tu zo (skiantourien) a lavar eo dre cheñchamant amzer hag ivez evit "komz" gant ar reoù all.

Bez ez eus diouto er broioù tomm.Tu zo gwelout ivez reoù a zo flemus pe ne cheñchont ket liv rak o stumm eo un delienn pe ur skourr.

Reou zo o deus ur c'horn.

 

cameleon_026.jpg

Emma/Sarah

Voir les commentaires

Afer ar c'hig-marc'h

Bez ez eus ur gwir gudenn : Kavet ez eus bet kig-marc'h e-barzh produioù e oa skivet war an etikedennoù e oa kig saout. An dud o deus debret se ne oant ket laouen tamm ebet. Livet e oa bet gevier dezho hag ouzhpenn-se ne felle ket dezho debriñ kig-marc'h. Ar gompagnugnezh o deus graet-se rak ar marc'h a zo marc'hadmatoc'h eget ar c'hig all. Klasket hon eus, ni, dizoleiñ evit gwir ar pezh a zo bet c'hoarvezet. Ha penaos eo erruet ar c'hig-mañ e-barzh hon asiedennoù. Setu ar chema, diwar-benn an afer-mañ:

 

:alixjanette-copie-1.jpg

Voir les commentaires

1 2 > >>