Overblog Suivre ce blog
Administration Créer mon blog

Articles avec #kenteliou catégorie

Klub Mein

E pad ar bloavezh ar re 6vet ha 5vet a gemer perzh er c'hleuboù.  Setu ur skouer ur c'hleub kinniget d'ar skolajidi e-pad an 3de trimiziad.

Evit dizoleiñ al "land art" dastummet eo bet meinoù tro dro ar skolaj. Lakaet eo bet warno kemmenadennoù positivel  : trugarez, karantez am eus ouzhit, brav ar vuhez...

Goude se dasparzhet eo bet ar meinoù e pep lec'h er c'harter !!

Klub Mein
Klub Mein
Klub Mein

Voir les commentaires

KPE Istor ha galleg : Ur banvez er Grennamzer

Selaouit mat, itronezed hag aotrounez, dimezelled, ha dimezidi !

 

Ur banvez a zo bet graet er skolaj d'an 2 a viz Meurzh

lec'h m'hon eus servijet

 

vioù farset

fourmaj

dariosles de cresme

frouezh sec'h

ha gwin eus ar vro

 

Kinklet eo bet an taolioù, fardet zo bet boued, dibunet ur varzhoneg, kinniget ar pred, kaset zo bet sonerezh, filmet eo bet an abadenn.

An holl draoù se a zeue war-lerc'h an traoù bet desket diwar-benn ar Grennamzer evit kompren gwelloc'h penaos e veve an dud er c'houlz-se, petra zebrent, penaos e oant gwisket, penaos en em zudient. Ur blijadur eo bet ivez !

KPE Istor ha galleg : Ur banvez er Grennamzer
KPE Istor ha galleg : Ur banvez er Grennamzer
KPE Istor ha galleg : Ur banvez er Grennamzer
KPE Istor ha galleg : Ur banvez er Grennamzer
KPE Istor ha galleg : Ur banvez er Grennamzer
KPE Istor ha galleg : Ur banvez er Grennamzer
KPE Istor ha galleg : Ur banvez er Grennamzer
KPE Istor ha galleg : Ur banvez er Grennamzer
KPE Istor ha galleg : Ur banvez er Grennamzer
KPE Istor ha galleg : Ur banvez er Grennamzer
KPE Istor ha galleg : Ur banvez er Grennamzer
KPE Istor ha galleg : Ur banvez er Grennamzer
KPE Istor ha galleg : Ur banvez er Grennamzer
KPE Istor ha galleg : Ur banvez er Grennamzer

Voir les commentaires

Alje '57

Alje ’57

Deuet e oa Pierre-Emmanuel Marais da skolaj Diwan Naoned evit komz gant ar re drede diwar-benn Alje ’57, ul levr skrivet gantañ. C’hoant en doa skrivañ ul levr diwar-benn brezel Aljeria ‘blam d’e dad en doa kemeret perzh ennañ. Kroget en doa da skrivañ al levr un nebeut bloavezhioù ‘zo met n’eo ket e wir micher neuze n’eo ket deuet er-maez diouzhtu. Ma skrive ul levr a oa kaoz eus brezel Aljeria e oa ret dezhañ komz eus ar jahinerezh evit diskouez an traoù spontus bet c’hoarvezet ha peogwir e oa bet chomet kuzhet e pad pell. Troc’het en deus ar jahinereh diouzh an istor evit reiñ ul lusk. Rediet eo bet d’ober enklaskoù evit deskrivañ mat lec’hioù an istor a dremene en Aljeria peogwir n’eo james aet du-hont.

E levr en deus graet berzh e Breizh, souezhet e oa met laouen-tre. Resevet en deus un nebeut prizioù hag evit ar re a zo mall warno lenn ul levr all diouzh an A. Marais ret eo deoc’h gouzout emañ o skrivañ unan all.

 

Voir les commentaires

Piramidennoù

Setu al labour a zo bet graet er c'hentelioù sport gant ar re 5vet

     

2013-06-25-14.36.42.jpg

2013-06-25-14.37.53.jpg

2013-06-25-14.39.15.jpg

2013-06-25-14.40.04.jpg

2013-06-25-14.41.24.jpg

2013-06-25-14.42.16.jpg

Voir les commentaires

Hunvreoù liesseurt

Sed'amañ ur film a zo bet graet gant ar re 3e e fin ar bloaz, gant sikour o c'helenner war ar brezhoneg.

Kontañ a ra istor ur c'hlasker bara a van kousket. Gwallhunvreoù a ra, a bep seurt anezho. Klask a ra tec'hout ha pa zihun eo deuet en-dro ar bed en e reizh...

 

 

  Capture

 

Klikit war ar skeudenn !  

 

 

 

 

 

Voir les commentaires

DKS er skolaj

Graet e vez kentelioù DKS er skolaj er sal vras pe er-maez war ekipamantoù Sant-Ervlan.

Gallout a rit gwelout amañ dindan :

ar re 3e en o c'hentel krapat :

2013-02-21 13.43.25   2013-02-21 14.22.02

Ar re pevare gant o c'hentel step : korolladegoù a vez graet war ul lusk uhel gant sonerezh. Mat eo evit ar galon !

Photo0099

Ar re 4e gant o c'hentel boks. Diwallit : lakait ho taouarn dirak ho penn !

DSCN7222  Photo0149

Hag ar re 6vet (gant un nebeut CM2) en ur gentel DISTANAN.

Diskuizit mat !

relaxation2

Voir les commentaires

Kentañ sikour

DSCN7219

Stummet eo bet, er sizhun-mañ ar re 3e ha 4e d'ar c'hentañ sikour.

Petra ober pa vezer e-tal ur gwallzarvoud ?

Penaos sikour un den gloaziet ?

Petra zo da lavaret pa vez pellgomzet d'ar SAMU ?

Penaos ober kuit da washaat ur gwallzarvoud ?

Setu un nebeut goulennoù a zo bet studiet gant ur bleustradenn bewech.

 

Voir les commentaires

Distro-skolaj

Erruet e oamp er skolaj d'ar meurzh 4 a viz Gwengolo. Ne oa ket ar re 3de, 4re ha 5vet. D'ar yaou, e oa iskis  adkavout ar re all n'hon oa ket gwelet abaoe pell.

Pa oamp er CM2 e oamp ar re vrasan ha breman omp ar re vihan eus ar skolaj.

Ur c'helenner  hon eus evit pep danvez (pe dost).

Chench a reomp klas bewech.

 

Voir les commentaires

Pourmenadenn ar 6vet e La Rivaudière evit an SVD

 

Bet omp bet betek La Rivaudière war droad, gant Marcelle (mamm Adou 6vet ha Yuna 5vet) he deus ambrouget ac'hanomp asambles gant Isabelle, hor c'helennerez Skiantoù ar Vuhez hag an Douar. Erruet war al lec'h hon eus graet 2 doull evit studiañ an douar. Ul lec'h brav-tre e oa a c'hoant hor befe mont en-dro e La Rivaudière !


k.jpg

 

Myriam, 6ved

Voir les commentaires

Alter Horist klasket marv pe bev!

 

 

Bandenn-treset ar skolaj

BT1-gwir

Kinnig ar raktres

 

Graet eo bet gant ar 5vet hag ar 4re ur vandenn-treset gant Sylvain, ar c'helenner war ar brezhoneg. Gant pep hini e oa bet choazet ha lennet unan e brezhoneg evit gwelout penaos e zae en-dro ur vandenn-dreset. Da c'houde en deus Sylvain diskouezet deomp un dresadenn-bev e brezhoneg, ur rann eus Blake ha Mortimer evit gwelet penaos e vez savet an dremwell. Paouezet en deus an dresadenn-bev d'an hanter ha ret eo bet deomp ijinañ an heuliad. Notennet en deus al labour-mañ. D'ar poent-se eo bet kroget raktres hon bandenn-dreset.

blake.jpg

Penaos eo bet graet?

Ijinet eo bet gant pep hini un dudenn ha kinniget int bet a-benn votiñ evit penndudenn an istor. Choazet e oa bet tudenn Ewen anvet Alter Horist da gentañ. Met un tammig re zrouk e oa neuze eo bet choazet Jean-Jacques Pretrosetch, hini Lucas, evel haroz, hag Alter evel den drouk an istor. Goude e oa bet dilennet al lec'h koulz hag an istor : dibabet e oa bet bet ar «Far West». War-lerc'h e oa bet ijinet diverradennoù un istor gant pep skolajiad ha dibabet eo bet hini Brieg.

 

Diverradenn

 

E Rederig City e vev ar Sherif Jean-Jacques Petrosetch. Met un enebour en deus : Alter Horist hag embannet en deus e lazhfe JJP (Jean-Jacques Petrosetch). Neuze e skrap anezhañ e-pad un dagadenn en un ti-bank. Petra a c'haorvezo gant JJP? Ha dont a raio a-benn da skampañ kuit?

 

Ewen a!b

Voir les commentaires

1 2 > >>