Overblog Suivre ce blog
Administration Créer mon blog

Articles avec #mont e-maez catégorie

4e e Karaez

D'al lun 22 a Viz Mae bet eo ar re 4e betek Karaez evit dizoleiñ al lise hag e endro. 

Kroget e oa an devezh e Gwened er mirdi ar ker evit mont war raok gant istor Breizh : http://www.le-ker.bzh/ 

 

4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez

Goude merenn amzer e oa gwezkrapañ e Karaez Adrenaline, tu e oa ivez c'hoari gant c'hoarioù hengounel evel ar ran.

4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez

Evit an nozvezh degemeret int bet el lise evit ar pred. Ur veilhadeg evit deskiñ dañsoù hengounel a oa savet gant 2 liseadez, trugarez vras dezhi !!

4e e Karaez 4e e Karaez

D'ar Meurzh vintin tremenet eo bet ar re 4e dre kreiz-ker Karaez evit gwelout ouzh delwenn ar c'hoarezed Goadec, kanerezed brudet tre er vro ! 

4e e Karaez 4e e Karaez 4e e Karaez

Goude skignet eo bet filmoù an erminig savet gant skolajidi Sant-Ervlan, Skolajidi Gwened hag liseidi Karaez e sinema Karaez. Goude ar pred gweldadenn al lise zo bet graet gant liseidi bro Naoned. 

A raok mont kuit ar skolaj disoc'hou an erminig zo bet roet d'an holl. Erminig an aktourien gwellañ zo bet tapet gant skipailh Enseller Ar Blanko !

Sur e vo laouen ar re 4e dibab mont d'al lise Karaez c'hoaz !

4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez
4e e Karaez

Voir les commentaires

Mirdi ar c'hirri nij

Bet hon eus bet tro da weladenniñ mirdi ar c'hirri-nij a zo e galeri Auchan gant ar re 6vet ha 3e, d'ar Yaou 2 a viz C'hwevrer.

Desket hon eus ur bern traoù : penaos e nij ur c'harr-nij ? Peseurt ekipamantoù a zo evit saveteiñ buhez ar blenier en ur c'harr-nij ur plas ? Kirri-nij bihan eus ar bloavezhioù kentañ a zo estaolet : ar santimant hon eus da welet reoù Tintin. Kalzig a veajourien a zo bet marvet e giz-se a-raok ne vefe gwellaet da vat ar surentez er c'hirri-nij.  

Mirdi ar c'hirri nij
Mirdi ar c'hirri nij
Mirdi ar c'hirri nij
Mirdi ar c'hirri nij
Mirdi ar c'hirri nij

Voir les commentaires

Ene Breizh

Bez e oa Ene Breizh, nozvezh ar varzhoniezh er sal Vasse d'an 23/01.

Hor skolajidi o deus kemeret perzh ha dedennus e oa peogwir o deus kemeret perzh ivez skolajidi ha liseidi all : reoù Rutigliano ha La Colinière. Pedet e oa bet Gwennyn hag e oa bet studiet he barzhonegoù ha kanaouennoù.

Skolajidi Rutigliano o doa savet tresadennoù diwar-benn ur varzhoneg e oant bet plijet pe fromet ganti. Liseidi La Colinière o doa savet filmoù berr. Skolajidi Diwan o deus kanet. Strollad c'hoariva Joy en deus leurennet un nebeut barzhonegoù. Un nozvezh barzhonius ha plijus eo bet. Eskemmoù pinvidik a oa bet.


Ene Breizh
Ene Breizh
Ene Breizh
Ene Breizh
Ene Breizh
Ene Breizh
Ene Breizh
Ene Breizh
Ene Breizh

Voir les commentaires

Ar re 4re e Karaez!

D'al Lun 23 a viz Mae eo bet ar re 4re e Karaez evit dizoloiñ al lise. Ur veaj a-feson gant brezhoneg e pep lerc'h.

O krapat er gwez. Erruet oamp un devezh abretoc'h. Ur wech e Karaez e oa ret profitañ un tamm eus an amzer vrav. N'eus netra gwelloc'h eget c'hoari marmouzed evit distennañ.

O krapat er gwez. Erruet oamp un devezh abretoc'h. Ur wech e Karaez e oa ret profitañ un tamm eus an amzer vrav. N'eus netra gwelloc'h eget c'hoari marmouzed evit distennañ.

Kousket hon eus en ul lerc'h dreist-ordinal e Landelo: ar Presbital kozh!

Ar re 4re e Karaez!

D'ar Meurzh 24 e oa poent siriusaat: un devezh sport el lise a c'hortoze ar skolajidi. Reoù al Liger Atlantel met reoù skolajoù all Diwan ivez en ur zeskiñ ar mell-droad gouezelek.

Ar re 4re e Karaez!

Setu ur filmig graet gant liseidihag a oa en ur skolaj divyezh a-raok dibab mont d'al lise Diwan Karaez. Reiñ a ra respontoù da goulennoù ar gerent

Voir les commentaires

Degemer ar re CM2 2016

Evel bep bloaz e tegemeromp ar re CM2 evit daou zevezh leun a eskemm, c'hoari ha tañva ar skolaj. Leun-chouk a oa hon implij amzer: mont asambles da weladenniñ mirdi ar moullerezh, debriñ e ti Mari glazik, ober sport goude merenn, ur veilhadeg ha da gousket er c'houskva! An devezh warlerc'h ne oa ket ken koulz met pouezus-tre memestra! Kentelioù a-bep seurt o doa heuliet gant ar re 6ved. Graet o deus o soñj war choaz o skolaj?

E mirdi ar moullerezh

E mirdi ar moullerezh

Degemer ar re CM2 2016
Degemer ar re CM2 2016
O redek asambles evit talvoudegezh ar skolaj pe evit prientiñ ar Redadeg?

O redek asambles evit talvoudegezh ar skolaj pe evit prientiñ ar Redadeg?

Voir les commentaires

POG 2014

 

WP 20141003 001

POG2014 POG2014

Klikit war al liamm a-us evit gwelout an diaporama. Pe lennit dindan...

WP 20141003 009

Place ö gestes a zo ur forom, ur c'hroashent micherioù a vez dalc'het bep bloaz e Naoned, e karter an Dervallières (kartenn ar gwez derv) hag a zo digor d'ar re yaouank hag en o zouez d'ar skolajidi.

Kinniget e vez gant an dud a vicher ober ur jestr micherel, pleustriñ war traoù fetis evit reiñ un tañva d'ar re yaouank.

WP 20141003 004

Plijout a ra kalz dezho peogwir e c'hellont ur wech bennak "kemer plas" un den a-vicher. C'hoarzhet e vez ivez...WP 20141003 003

Voir les commentaires

Gweladenniñ an ti skedus

    Photo0719

Photo0717

 

ti-skedus-2014 ti-skedus-2014

En ur glikañ war al liamm a-us e c'helloc'h gwelout an diaporama.

Ar bloaz-mañ e vo un arnodenn dre gomz e Istor an arzoù evit ar re 3e.

Graet e vo Istor an arzoù en holl zanvezioù (pe dost).

Evit se omp bet  o weladenniñ an ti skedus e Reudied.

Photo0720

Ur savadur bras eo, savet er bloavezhioù 1950 gan an tisavour brudet Le Corbusier.

Photo0725

Da gentañ gwel e kavomp divalav a-walc'h. Pa'z eer e-barzh e komprener gwelloc'h penaos eo bet savet ha perak.

Ur "gêr a-blom" eo gant pep tra aozet mat evit ur vuhez plijus ha leun a c'houloù.

Photo0730

Ur skol a zo war an doenn. Ha gwelet e vez pell !

Photo0727

Voir les commentaires

Dizoloiñ lise Karaez

Devezhioù degemer ar re 4ee lise Diwan

19 hag 20 a viz Mae 2014

 

Daou zevezh o doa tremenet ar re 4e e Kreiz-Breizh evit ober anaoudegezh gant lise Diwan.

 

Bet e oamp gant 2 vinibus da Garaez.

Degemeret e oamp bet el lise evit ar predoù.

 

Al lun e oamp bet en ur park avantur lec’h m’hor boa krapet er gwez pe pourmenet en ur milendall gant divinadelloù diwar-benn an ekologiezh.

Krapat er gwez : plijus hervez lod, aes evit lod, stressus evit lod all !

Ar milendall : diaes e oa ar goulennoù !

 

Diouzh noz, goude koan, Korentin ha Tristan, 2 lisead, o doa sonet bombard ha binioù.

 

En oaled Landelo hor boa kousket.

 

An deiz war-lerc’h hor boa gweladennet al lise, heñchet gant liseidi (a anavezomp mat : Ewen, Lucas, Perrine ha Zoé).

 

Aozet e oa bet un tournamant mell-droad gouezeleg gant skolaj Ar Releg.

Poan hor boa bet o kregiñ e-barzh peogwir e oamp erruet gant dale evit ar c’hoñsignoù.

 

Chañs hor boa bet gant an amzer a oa chomet dereat a-walc’h pa oa bet aozet ur bern obererezhioù er-maez.

 

lise-karaez lise-karaez

 

Voir les commentaires

gweladenniñ ar CFA

Ar CFA, petra eo e gwirionez ?

Peurliesañ, ne vez ket gwelet gwall vat petra eo ar CFA gant an dud. An holl a gred ez eo ul lec'h evit ar re gant diaesterioù ha me-oar-me. Just a-walc'h skolaj Diwan Naoned a oa bet da weladenniñ anezhañ...

 

Al lun 7 hag ar meurzh 8 a viz Ebrel 2014, skolajidi 4re, rannet e daou strollad eizh, o doa gweladennet ar CFA (kreizenn stummañ an deskarded). Ambrouget e oant gant Hoel Louarn, penngasourez ar skolaj.

Abaoe ar 6vet klas e vevont en o c'hichen, debriñ a reont ar memes boued, kousket a reont er memes kouskva. Dibosupl e oa neuze chom hep gwelout ar CFA a dostoc'h. Un abardaevezh o doa kemeret pep strollad evit he gweladenniñ. E penn-kentañ, gant an itron Michelle, e oant bet degemeret. Kaset he doa anezho er stal gentañ, al livaj. Aketus e seblante bezañ an deskarded. Pep hini a oa o livañ e damm moger. Ar gelennerez a oa amañ evit respont d'o goulennoù, evit o sikour, reiñ a rae alioù. Ar skolajidi n'o doa ket kemeret perzh. Estreget selaou, sevel goulennoù ha kemer notennoù n'o doa graet netra.

Plastr a oa an eil stal. Un den-gour a oa amañ evit ober ar gentel. Desket o doa kalz traoù. Ar c'harreladur a oa an trede stal. Ar c'helenner n'en doa displeget netra. N'en doa nemet diskouezet an oberennoù graet gant an deskarded.

Ur wech echuet e oant bet adkemeret gant an itron Michelle evit ober ar poent. Staliet e oant bet en ur sal-emvod. Gwastilli, goulennet gant ur skolajiadez a oa bet rannet etrezo. Mont en-dro ar CFA a oa bet displeget gant an itron. Ur sizhunvezh war deir, an deskarded a vez er CFA, deskiñ a reont labourioù ar chanterioù met ivez dañvezioù skol. Peurrest an amzer, en embregerezhioù emaint. Gounez a reont un tamm arc'hant. Ret eo dezho bezañ fur er greizenn peogwir int paeet amañ ivez mod all an embregerezhioù a c'hell nac'hañ reiñ ar gopr. Etre 17 ha 25 bloaz int. Ur CAP a vez paket goude 2 vloaz.

Ha daoust d'ar perzh e c'hellec'h soñjal, an deskarded a zo evel krennarded all. Ur sell fall o doa ar skolajidi diouto peogwir e vez gwelet bepred anezho pa vezont en ehan pe er c'houskva o vutuniñ.

A-benn ar fin, er c'hontrol eus ar pezh e kredent ; er c'hentelioù int fur, aketus ha sioul.

Bremañ, sellet e vo outo en un doare disheñvel !

Voir les commentaires

Ene Breizh

Al lun 20 a viz Genver 2014 e oamp bet d'ar sal Vasse 

evit dibunañ barzhonegoù bet skrivet

gant ur varzhez, nevez dizoloet ganeomp a

 drugarez d'ar sal Vasse. Angèle Jacq a oa bet pedet ar

 wech-mañ. An holl glasadoù o doa kemeret perzh, 

da skouer ar c'hlasad 5vet o doa dañset war

" D'am da betra ar boudigoù gwenn o deus dilaosket arc'hanomp "

pe o doa kanet war " An dañserien war an traezh ".

Strollad c'hoariva Kentelioù an noz o doa int ivez kemeret perzh oc'h 

ober kanaouennoù pe sketchoù bihan evit leurc'henniñ ar barzhoneg.

Goude pep barzhoneg dibunet e teue Angèle Jacq da zisplegañ pegoulz,

perak ha penaoz e oa deuet he ijiñ.

Embanet he deus  meur a levrioù gant barzhonegoù e-barzh evel " Dre vertuz ar graoñenn "

pe c'hoazh levrioù diwar benn ar patatez hag al labour douar.

Maela

 

Daou ha daou hor boa adsavet un daolenn gant pedeir elfenn .
An taolennoù hor boa kemeret a oa:-Ganedigezh Venus gt Boditcheli
                                                       - Ar vouivre gt Paolo Ouchelo
                                                       -Ganedigezh jezus  gant Lorenzo Costa
                                                       -an truchour  gt George de la Tour
                                                       -Ar frankiz o heñchañ  ar bobl gt Delacroix

Evit ober se hor boa treset pedeir elfenn war ur folenn kanson .Goude hor boa  didroc'het anezho.
Lakaet hor boa dirak ar voger, lazhet ar goulou, lakaet hor boa al lampig godel hag ouzh ar voger e oa bet adsavet an daolenn gant skeudoù hepken.
Ar pal  e oa da adsevel an daolenn gant ar skeudou ouzh ar voger.

Maelle

 

 

Ene-Breizh Ene-Breizh

Voir les commentaires

1 2 > >>